Magouri
Kerbihan
|
|||||||
www.babigoubreizh.bzh | |||||||
Mont en-dro Digor eo ar vikromagouri adalek al Lun betek ar Gwener etre 7e30 vintin ha 6e30 noz. Peurvat eo bet savet al lec'h degemer-mañ evit ar vugale etre 2 viz hanter ha 4 bloaz. Bevañ a ra ar vugale bemdez en ur bed divyezhek, peogwir eo ar brezhoneg yezh an daremprediñ. Tout an dud a vicher a ra war-dro ar vugale zo diplomet war ar vugaligoù ha barrek war ar brezhoneg war un dro. Gratadur
he deus ar vagouri gant Kef ar Goproù Familh, Ajañs-rannvro
ar Yec'hed ha Gwarez ar Mammoù hag ar Vugaligoù. Ar
feur prizioù goulennet zo diouzh ar gwezhiader familh p'he
deus sinet ar vagouri Pourchas Servij
Unan Kef
ar Goproù Familh. Digor
eo al lec'h da tout ar familhoù, ne vern peseurt yezh a vez
komzet er gêr. Evit skoazellañ ar familhoù evit
a sell an divyezhegezh ec'h aoz ar skipailh abadennoù plijadurus
evit tañva ar brezhoneg. Evel-se e c'hall ar gerent en em zibab
un tamm evit krog da ziviz gant o bugale.
Hervez an emglev zo bet gant Kef Goproù-Familh ar Morbihan e c'hall bout degemeret ar vugale na fell ket d'o zud e vefe komzet brezhoneg gante end-eeun. Ar
skipailh zo 5 den diplomet e-barzh ennañ :
Meur a lec'h
En
ur savadur nevez-flamm en annez Kerbihan emañ ar vagouri,
e karter Koulev a zo e Mervent Gwened.
Ar gerent er jeu Meur a zen kar a volontez vat zo er jeu e buhez ar gevredigezh hag ar vagouri, pe e vefe evit roiñ un taol-lañs, peotramant evit diorren ar gevredigezh.
Testenioù |
|||||||
"
… lure am boa bet pa oa en em gavet ma merc'h en ur vagouri divyezhek,
aon am boa ne'm bije ket gallet daremprediñ ganti kement (...)
Erfin on gwall blijet gant an divyezhegezh, gant al lec'h kenkoulz evel
gant ar skipailh. Dalc'hmat e vez prest ar skipailh a vicher da sikour
ac'hanon evit kompren gerioù zo. "
|
|||||||
Mamm
Luciana
|
|||||||
"
Anavet en deus Johann ar vagouri Babigoù Breizh d'e c'hwec'hvet miz. Degemeret
eo bet evel e oa : roet e veze bronn dezhañ, gallet en deus kenderc'hel
da evañ laezh e vamm. Roet e oa bet dezhañ en ur pod-bronnek
gant ar skipailh. "
|
|||||||
Tud
Johann
|
|||||||
|
|||||||
"
Aozet zo bet abadennoù tañva ar brezhoneg gant ar skipailh
evit deskiñ gerioù, un nebeud frazennoù, rimadelloù
ha kanaouennoù. Buan hon eus gallet ober anaoudegezh gant familhoù
all. Un dra vat eo evit gallet kemer kuzul an eil digant ar re all diwar-benn
ar vugale yaouank hag en em sikour mar bez ezhomm.
Dre vras, tadoù ha mammoù ar vagouri ne gomzont ket brezhoneg ha dedennet int gant deskiñ abred un eil yezh ... " |
|||||||
Tud
Lila
|
|||||||
"
Tad ha mamm ur plac'hig 3 bloaz omp ha ne oamp ket dedennet gant ar brezhoneg
ken a oa bet kinniget dimp ur plas en ur vagouri divyezhek.
Pa oa bet disoc'h hor lure kentañ ma vefe bet lakaet diaes hor bugel (ha ni ivez !) gant ur yezh na vestronie ket omp bet kendrec'het buan gant an divyezhegezh kenkoulz evel gant al lec'h deus ar c'hentañ (...). Evit gwir, gant an niver bihan-tre a vugale er vagouri e c'hall ar skipailh degemer pep hini diouzh e bersonelezh (...) ; ar pezh zo bet talvoudus-bras en hon degouezh dibar ... Gwall interesant eo ivez, ha ni tad ha mamm, en em gavout er memes stad evel hor bugel a-fed deskiñ ur yezh, hag anavout traoù nevez war un dro gantañ ... " |
|||||||
Tud
Lylou-Mahé
|
|||||||
|